Comas

Arzour: Comas

Anv: Comas

Deuet er maez e: 2003

Labell: Frea Records

Ment: Kristal

Padelezh en holl : 47'11

Hag ouzhpenn: Enporzh bro-Veljia

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: CR00128FREA

Skignañ

Comas (Comas)

Krouet eo bet ar strollad Comas e 2003. Ennañ e kaver sonerien dezho un hentennad pinvidik war o binviji, e-barzh strolladoù evel The Drovers, Orion, Gwazigan, Urbantrad, Denez Prigent pe c'hoazh gant ar violoñsourez brudet Liz Carroll, da skouer... Pep hini eus ar pevar binvijour o vezañ o chom en ur vro disheñvel (Stadoù Unanet, bro-Saoz, Breizh, bro-Veljia flamant) o deus krouet ar strollad tro-dro d'o levezonoù sevenadurel boutin, a-benn goveliañ ur son a sonerezh iwerzhonek personel. Goude bezañ sonet e brasañ festivalioù Europa eo deuet ar strollad da vezañ brudet kenañ, ur brud bet graet brav dezhañ er c'hazetennoù ivez da heul. Klevet eo bet e oant "diskuilhadur hengounel ar bloavezh 2003" pe c'hoazh evel "unan eus ar gwellañ strolladoù a-vremañ". Pa selaouit Comas e komprenit n'eo ket dre zegouezh o deus dibabet o anv (e gouezeleg e talv Comas kement ha nerzh, galloudegezh) : bez ez eus en Comas, hag ez eus !

Comas - Sonerien

  • Sylvain BAROU : fleüt, pib-ilin
  • Aidan BURKE : violoñs
  • Philip MASURE : gitar, sistr, mouezh
  • Jackie MORAN : bodhran, binviji dre daos
  • Kouvidi :
  • Helen FLAHERTY : kor
  • David MUNNELLY : akordeoñs, piano
  • Guido PICCARD : sistr
  • Daithi RUA : mouezh, gitar
  • Cedric WATERSCHOOT : boud fretless

Comas - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù