Tennañ a ra ar BOUINE-BOUZINE eus "Bibl bras an Noueloù a vro-Angers" tonioù disakr a glot mat gant ar seniñ beuzenn (ur biniou bras a veze sonet e bro-Anjou gwezhall). Gant 16 kempennadur o strollañ 25 pezh-sonerezh e addizoloont e mod-se hengoun gouelioù bras ar "Follentezioù a viz Kerzu" a veze lidet e-pad an "Daouzek miz bihan", eus skodenn Nedeleg betek gwastell ar Rouaned.
Bouine-Bouzine - Sonerien
Philippe BERTRAND : beuzenn, kan
Jean-Noël GRIFFISCH : beuzenn, kan
Thierry GUÉNAL : binviji dre daos, fleüt, kan
Yvonnick JOLLY : beuzenn, kan
Denis LE VRAUX : vèse eus bro-Boitou, oboell, gitar, kan