Yaouankiz ha krouiñ, setu an daou ger-stur eo diazezet an albom-mañ warno. Ennañ e vez pinvidikaet ar sonaozadennoù gant levezonoù liesseurt. Kement a startijenn zo ennañ ma lak karkanioù an dañs da darzhañ. Selaouit, bourrit, dañsit !
« Peadra a-fed sonerezh breizh, un disterig a levezonoù a-ziavaez, c'hwec'h soner barrek, ul loiad vras a ijin : setu rekipe ar c'hoktel sonerel lipous fardet gant Bleïzi Noz. Lipit ho mourroù ! » Alain Pennec.