Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Blackwater
Anv: The Black River Bridge
Deuet er maez e: 2009
Labell: Autoprod
Ment: Kristal
Padelezh en holl : 48'00
Ref.: CR00562AUTO
"Rock" a-walc'h eo ar spered a-fed klaviazadur an tonioù. Bras ha buhezek an ton, stenn al linennoù kerzennoù. O pavata emañ ar gevrenn-dastalm, evel ur pevar a gezeg prest da vont d'an argad. Hollvezant eo ar pib-ilin hag an akordeoñs, helavar, ouesk p'en em roont da vezañ klevet a-unvouezh. Diroll eo an armada : Gaël Rutkowski (piboù-ilin, tin ha low whistles, binioù bras 16 meudad), Sébastien Lagrange (akordeoñs kromatek), Didier Gris (bouzouki, mandolig, violoñs), Gilles Sommet (gourrebed), Jo Macera (kan, kor) ha David Rougeot (cajon). Ul liv disheñvel a vez degaset gant hennezh diwezhañ. Ar bouzouki, startijenn sof-kont gantañ, implijet m'eo evel ur benveg dre dos, a ginnig bouedenn dre respont da ronkell ar boud e foñs an uhelgomzerioù. O fevarvet albom eo, ennañ sonaozennoù niverus e galleg pe e saozneg. Mod nevez ar sonerezh folk rock a Iwerzhon he deus kavet amañ unan eus e bennoù bras. Alain Hermanstadt (Trad magazine).
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |