Bodet ennañ arzourien eus Breizh a-bezh e ro ar Bill Ebet Band da glevet war ar bladenn-mañ, "live" hec'h holl enrolladennoù, meskajoù trad'jazz dispont.
Estreget an ton diwezhañ, bet sonaozet gant Gildas Le Buhé, e teu holl bezhioù-sonerezh ar bladenn-mañ eus ur roll-tonioù eus tro-war-droioù Gwened.
Ha posubl eo deskrivañ stil Bill Ebet gant gerioù ? Un dra zo sur avat : istorioù breizhek a vije, Afrika, Jazz ha primded war-c'horre...