Premier faux pas

Arzour: Bas les pattes

Anv: Premier faux pas

Deuet er maez e: 2006

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 55'57

Hag ouzhpenn: « Bravo » Trad'Mag

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00025AUTO

Skignañ

Premier faux pas (Bas les pattes)

"Bravo" TradMag

Klaskit en ho eñvor ho kentañ kammedoù a-dreuz, e n'eus forzh peseurt danvez e vije. Daoust ha ne oa ket eno egin un dazont gwelloc'h, ur youl da genderc'hel gant muioc'h a startijenn c'hoazh ? Setu ar pezh ez eo « Premier faux pas/ Kentañ kammed a-dreuz » Bas les Pattes ! Leun a energiezh, a sioù, a jourdoul, a entremar, a lañsoù bresk pe wirion. Bev eo ar sonerezh-mañ eveldomp... « Son » Bas les Pattes ! a zeu diwar an daouad gitar boud - toumperezh, diazez solut a zeu kerzennoù ar binviji dre c'hwezhañ hag an akordeoñs da gemer harp warnañ. Binviji muioc'h etnik, eus ar bouzouki betek ar fleüt pan, a zeu da ledanaat liesseurted an aergelc'hioù da glevet. Evit pezh a sell ouzh distroelloù hor sonerezh, eus ar zouk d'an disko en ur dremen dre ar gnawa hag ar sonerezh hengounel a vro-Bolivia, gall a reont lakaat an dañsoù hengounel da vont war-raok diouzh c'hoant pep hini. Graet int ivez evit kinnig d'an dud ne zañsont ket ur sonerezh orin hag a vounto anezho war hent an deskiñ... pe a bermeto dezho d'en em leuskel da vont hepmuiken ! Ne c'helle ar bladenn gentañ-mañ bezañ enrollet nemet e "live", o vezañ m'eo eus energiezh ar sonadegoù hag ar balioù e tennomp hon alan. Evel an dañserien emeomp atav war-glask ur poent kempouezh boutin, betek na vezañ nemet ur c'horf, na vezañ ken nemet ur boud o fiñval, a-benn ma pado ha ma pado c'hoazh an hirañ posubl ar stad a levenez-se, war-zu an treant. Er stad-se e c'heller strebotiñ marteze, kouezhañ avat ne c'heller ken...

Koulskoude, dre ma n'eo ket ur bladenn, ha pa vije "live", kenkoulz hag ur sonadeg, ez eus fellet deomp reiñ ganti trivliadennoù all, prederiadennoù all. En ul levrig 16 pajenn e kavoc'h testennoù, barzhoniel pe farsus, displegadennoù, luc'hskeudennoù ha skeudennoù. Gant kalon ha gwirionded eo bet empentet hag emichañs ho po plijadur o lenn anezhañ. Meneget eo bet « Premier faux pas / Kentañ kammed a-dreuz » e rubrikenn « Bravos trad » niverenn Hañv 2007 Trad'Mag.

Bas les pattes - Sonerien

  • Stef AUBRY: boud
  • Jean-Seb GRATAS : fleüt treuz, saksell
  • Louise WHITE : klarinetenn, fleüt pan
  • Corentin VESCHAMBRE : gitar, binviji-taos, toumperezh
  • Marc LEMONNIER : akordeoñs, gitar, bouzouki, charango, fleüt pan

Premier faux pas - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù