E 2005 e krou Hervé Lesvenan Ars’Ys triad tro-dro d'e venveg muiañ-karaet : an Ograou.
Ul liv disheñvel ha nevez zo warnañ amañ e-kichen d'ar piboù-ilin, ar whistleoù hag ar sakselloù, a-drugarez d'ur skritur kizellet, red ha fiñv dezhi... E servij un ezteurel brasoc'h-brasañ atav, ar strollad-mañ, hep nac'h amzer-dremenet hor sonerezh eus ar c'hornog, a zigor dre e ved ijinet dremmwelioù nevez.