Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Al loar zu
Anv: Engrenage
Deuet er maez e: 2009
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl : 51'00
Ref.: DI00311AUTO
Goude ur bladenn gentañ e 2004, "War Sao", ha bezañ bet cheñchet sonerien 'zo, e lak ALZ "Engrenage" (angrenaj) da zont er-maez e 2009, mekanikerezh diazez o tisplegañ o sonerezh. Pemp rod empret an eil e-barzh eben evit treuzkas un nerzh a entan hag a lak da zizouarañ. Rod gentañ : an amzer, en testennoù intret a Istor, er pontoù a liamm an hengoun ouzh ar modernelezh. Eil rod : stil dibar ALZ, an teuziñ etre ar sonioù hengounel (biniou, bombard) hag ar rock tredan fetis, nerzhus (triad gitar-boud-toumperezh). Teirvet rod, un tevder bev enni danvez romantoù oc'h en em silañ en aergelc'h. Brasaet eo alan an istorioù gant ar c'herzennoù hag an ijin. Pedervet rod, ar pezh a ra eus ALZ ur strollad disheñvel : ar fed 'vije orin ar pozioù hag ar sonerezh, ar fed vije an testennoù pe e galleg pe e brezhoneg pe e galloeg, e cheñchfe an dekor ingal hag e vije lies ar binviji (beuzenn, violoñs, riboul). Hag evit echuiñ, pemp buhez : techoù, levezonioù, taolioù-imor, ijinoù, youloù ha donezonoù disheñvel. D'ober berr eo ALZ sonerezh da zañsal a lamm warnoc'h hag a lak ac'hanoc'h da hejañ, met a c'hell bezañ selaouet ivez, traken. Pinvidik, puilh, dibar, ur skeudenn mat eo "Engrenage" eus startijenn krouiñ ar sevenadur vreizhek, lakaat a ra he seizh posubl er gouloù.
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,15 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 16,42 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,23 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 317,63 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 103,52 ¥ |