Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Abraxas
Anv: Toro Borracho
Deuet er maez e: 2006
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl : 47'55
Ref.: DI00046AUTO
Goude un droiad-kan er Burkina-Faso eo (goañv 04/05) o deus tapet krog sonerien Abraxas, leun a drivliadennoù hag a awen, en sonaozañ o albom nevez. Meskajoù ha livioù ar festoù ganto, digor da levezonoù liesseurt, e puñs sonerien Toro Borracho en kaoter don sonioù ar bed : Bulgaria (Mominsko horo), Iwerzhon (Faggae, kejadenn souezhus un irish reel gant ul lusk reggae), Afrika (Anitié), Spagn (Toro Borracho)… vez strobet-distrobet eus ar c'hentañ ganto. Priziet e vo ivez an dibab a ganaouennoù amprestet, kement hag an doare m'int sonet : Music for a found harmonium, klasel hogen adwelet ha reizhet doare Abraxas, kilhet e vezor ivez o selaou Sidi Brahim gant an John Renbourn group. M'eo test Toro Borracho eus emdroadur Abraxas abaoe e opus kentañ, leuskel a ra ivez ur plas ec'hon da sonaozadurioù ar strollad. Hennezh a wiria e identelezh, pell eus ar gizioù hag an etikedennoù boaz : ur stil dibar, n'heller ket renkañ, n'heller ket herzel outañ kennebeut.
«Mezviet e vezer gant ar sonaozadurioù. Ur bedadenn da veajiñ, ur gartenn-bost dre son eo, deuet eus lec'h all, hag a resever gant plijadur. (C’est-à-dire, 27/8/07)
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,15 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 16,42 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,23 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 317,63 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 103,52 ¥ |